Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/296

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

O Si3T Pascal BeCon. il4 Mac^ vixs ih(ü guelet en dro dhe loeiiet nemet gaut ul levr dévot bennacen hezorn , pe he rosæra pebiui a recite bemdez en enor d’ar Verc’hes Yari , evit peliini en devoa un dévotion spécial ha tener meurbet. Petra-bennac ma seblante he stad beza proprha commôd evit conservi he innoçanç , eouscoude e cave difficulteou ennan. Àr re gant pere e voa oblijet da veva ne oant quet quer reservet na quer modest eveldan en ho c’homsou nac en ho actionou. Quement-se a reas deza quemeret ar resolution da guitaat ar bed , e pehini e cave cals a zanjerou evit he silvidiguez. Monta reas eta en ur gouent eus a urs sant Frances tost d’ar guær a Monfort, e pelec’h oue re-cevetevit breur d an oad an naontec vloas. Miret a ree ar reglen gant ur ferveur vras , hac a lequee he oll studi da ober pep tra , an traou distera memes , gant un intantion santel hac e fæçon ar parfeta. Ouspen ober he labour hac he servij he-unan , en em gargue c’hoas eus a labour ar breudeur- ail quentre ma remarque ho devoa an distera incommodité 7 hac he ober a ree gant un ær quer contant ha quer joaus , ma vije ra-visset pep-unan oc’h he velet. Dre-se ive he superioret e c hassas da chom e meur a gouent evit servijout da squer ha da exempl d’ar religiuset ; ac he bresanç a excitas e pep lec’h an dévotion ac ar ferveur. Yar fin he vuez e vije bepret guelet gant he rosæra en lie zorn * hac he gonversation ordinal a voa var an dignité ac an excellanç eus ar Verc’hes Vari. Erfin goude ur c hlênvet a eis dez , pere a dremenas oll en un oræson doue ha fervant , e rentas he ene d he Grouer er bloas 1592 i d’an oad a zaou vloas hac hanter-cant. Ar Pap Paul pempe^ er béatifias er bloas 1618,hac ar pap Alexandr eisvet er c’hanonisas er bloas 1690. REFLEXION. Pascal Belon en amser ne voa c’hoas nemet ur c’hroua-dur, a lavare bemdez ar rosæra en ur zivoall he loenet. C’houi, bugaligou baour, pere adremen andarn-vuia eus hoc’h amser o tivoall ar chatal eveldan , deut ive d’be imita , dà viana en ur lavaret lio chapelet ur veich bemdez. Pebes sourcen a c’hraçou na ve quet evidoe’h epad ho puez on dévotion gaër-se e quêver an Itron Varia ! EU reflexion. Ar sant-mà n’en ém gontantc quet da ober