Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/284

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

8 Saut Mateu. 11 Ma». humilité ac he vuez mortifiet a reas dezan erruout e ber amser en huela perfection. Da benn c'huec’h vloas goude-se e voe lequeet da abad er memes gouent en despet d’he humilité. Ar reglennou hac an exemplon caër pere a roas d’hc religiuset, a grescas meurbet ho ferveur, ac a gas-sas pell ar brud eus ho abad santel. Ar pap Beneat seisvet, Hug Gapet, roue Franç, ac au impalaër Otbon ho devoa un istimbras evitan. An impalaër en alias'da antrepren ar reform eus a veur a gouent en Al> lemaign. Ar sant en em gargas eus ar gommission-se gant seul-vui a joa, ma vele ervaid peguement en devise da soufr« Labourat a eure en affer-se gant quement a issu mad, ma reas receo e Raveen, e Pavii, e Souab hac e Suiss ar reglen a viret e Cluny, pehini a voa ur reformation eus a ur* sant Beneat. Laçât a eure ar reform e abaty Mar-Montier, e abaty sant Germen Auxér hac e hini sant Benign e Dijon; ha dre urs ar pap e reformas gouent Lerin. Ne zeuas quet a ben eus un affer quen dies, hep beza controliet nac hep caout cals a oppositionon : ezou» en devoe eus un douçder, un humilité hac ur batiantet quer bras evel m’en devoa. He zouçder admirabl a ree dezan gounit calonou ar re en em oppose gant mui a aheurtamant ; hac ar re-se oa ordinal a receve da guenta ar reform, ha dious ho exempt ar re-all en em roe æs ha facil. O sautout n’em devoa mui pell da veva, e lequeas sant Odilon he zisquibl da abad en He blaç, discarguet dre eno dious ar boes hac an ambaras eus an afferiou, ne sonje mui nemet d’en em brepari gant ur ferveur nevez da vervel ; mæs ar roue a Franç o veza en pedet da zont da Baris, evit lacàt ivez ar reform e abaty sant Denis, ar sant pehini ne ouie revus netra pa oa question eus ar c'hloar Doue, en em lequeas en hent en despet d’he oad bras ; mæs o veza arru e Souvigni e Bourbone, e varvas eno evel ma varv ar re just, er bloas 994, etro an oad a eiz vloas ha pevar-uguent. ’ Conservi arêr e Souvigni herelegou precius : eno e veler ive ar penn eus he gross græt a olifant, hac hc scapu-lær. REFLEXION. Sant Mayeu a gavas difficulteou bras hac en devoe cals da soufr abars ma ellas lacaat ar reform er c’bouenchou-sc, Digitized by Google