Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/270

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

4 Saht Richard. 3. Mae. En ur poequet d’he grucifi e reutas gant or peoc’h bac or âzianç vras he ene d’he Grouer, er bloas 1255 , d’an oad a c’huec’h vloas ha hanter-cant. REFLEXION. Ar sanb-mâ en deus tabouret, poaniet ha c’hueset evit sicour he vreur en he affliction ac en he baourentez. Pe-bes rebeich ne ra quet an exempl-mà da gala a dud pin-Tidic pere n’ho deus truez ebet ons ho c’herent paonr, evit-ho d’ho guelet epoan hac e nécessite ! Pet so hac a rispris ho c’herent abalamour ma’z int paour , ha ne fell quet dezo memes ho anaout evit ho c’herent ! Mæs an orgonil-se a zisplij meurbet da Zoue ha d’an dud memes. Oblijet oump da sicour ar beaurien , ha dreist pep tra - ar re a so eus hor c’herent. . ' Ar bevare devez a vis Mae. SANTES MONICA, INTAVES. |S ANTES Monica , guinidic eus an Affriq , o veza desquet abred gant he mam oræsonou caër , na squize tam oc’h ho lavaret. Pellaat a ree dious quement a aile he distrei dious Doue; hac he brassa plijadur oa en em antreteni gantan dre an oræson. ' Goude beza bet un exempt eus a bep seurt vertuziou evit ar merc’het iaouanc , e voe demeset da ur bourc’his galvet Patriç ; en ur antren er stad-se, e studias da guen-ta da anaout speret hac humeur he fried ; hac evel ma oa un den colerus ha debauchet, enem applicas dazou-çaat’he spêret ha d’en distrei dious an debauch dre he douçdier hac he fatiaîntet. Peguer proat ha : peguen am-pOrtet beunac ma voa-eh, - ne résisté jamæs outan, na ne lavare-quet dezân • an distera tra queit a ma <vise drouc en-nan : mæs pa vise tremenet he goler, e lavare dezan dre ræson ha ' dre gaër ar pes a elle he renta. pæsiploc’h ; ouspen-se e cTioulenne bemdez digant Doué dre bedenaou ferrant he gonversion, hac he obteni a eure. . Ar vertuziou a admire Patriç en he bried santel, en touchas erfin ; chenj a eure evel un ail en he blaç , dont a eure douç, humbl, leun a zoujanç Doue, en hevelep fæçon ma vevas a-neuse bete fiu be vuez evel ur guir ghrigteu. Digitized by Google