Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/248

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

m hsfT St/TKll. 22. Eircte An «fl oam^uguent a Dix Ebrd. SANT SOTER , PAP HA MERZER. Ar sant-mà quer recommandabl dre he garantez ha dre he alusennou bras, a 'voa gainidic eus ar guær a Fondi e rouantelez Napl. Dont a reas da ober he zemeuranç e Rom, e pelec’h goude beza bet consideret evel ur sant T ha bezar bet chelaouet evel un oracl, e oue choaset evit pap goude maro sant Anicet. Ar bersecution gruel a reas an impalaër Marc-Aurel d’ar gbristenien, a roas dezan occasion da exerci he garantez vras quen e Rom, quen er broiou pella eus an douar. Pie d’ê quet e Rom epquen e voa persecutet ar ghris-tenien , mæs c’hoas e pep carter eus ar bed : darn anezo a voa dalc’het er prisoniou hacarguet a chadennou ; darn condaounet da labourat er mængleuziou hep repos ha casi hep boed ; darn-all a soufre ur verzerinti cruel var ar cha-faudou. Getu a-se ar stad truesus o pehini en em gave ar ghristenien durant an oll amser ma voe pap sant Soter. Ar pastor santela veille bepret hac a guemere ur sourci dreist-ordinal evit anaout ezomou spirituel ha corporel he vreudeur , hac a bourvee da bep tra eus he oll gallout. Dastum a eure muia ma allas alusennou evit ho c’baç e meur a garter elec’h ma oa brassoc’h nécessite ; ac e roe d’ar christenien afflijet-se instructionou caër ha touchant dre al liseron a scrive dezo evit ho exhorti da chom ferm er feiz, ha da soufr gant couraij ar bersecution a andu-rent evit Jesus-Christ. Mar en devoa quement a sourd eus ar re a chôme er broiou pella, pebes attantion n’ën devoa-en quet evitar re a soufre didan he zaoulagad? Guelet ë vije ar pap bras-mà , uset gant an oad ha gant he labourou, o vont da glasqhe vreudeur er c’havernou, el lec'hiou didan an douar , evit ho o’houraji dre he instructionou hac ho soulaji dre he cha-riteou, hervez a velomp el User a scrivas sant Denis , escop a Gorinth , d’ar bobl eus a Rom. Ho pastor eûrus Soter, emesan, ne d’ê quet en em gontanlet d’en em garga eus ar sourci da zastum alusennou , ha d’ho c’haç elec’h ma oa brassa ezom . tr.œt recevet en deux c'hoas gant ur va* Digitized by Google