Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/214

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Santés Mari Egyptianïs. 3. Ebret. tentationou bras a bers an drouc-speret ac a bers ar c’hiq gant pere e vba bet tourmantet epad seitec vloas en desert memes; ae e ajoutas erfin penaus, ma ne voa quet en em gollet, e voa un effet pur eus a visericord an Autrou Doue. Neuse sant Zosiim pc’h en em brosterni e faç ous an douar, a lavaras :Meulet ra vezo Doue pehini a scuill gant a an tensoriou eus he visericord var c’hoanta ho * Pidi a ran an Doue-tnâ a va da rei deoc’h he diction, ha da achui enoc’h an ouvraij a berfcction en deus eommancet. Meulet ra viot da jamœs, o va Doue, da veza græt d’in anaout ar faveuriou a accordit d’ar re ho deus ho toujanç. O peguer guir ê ne àbandonit morse ar re a laça ho fizianç ençc’h! . Ar santés, goude bezahe bedet da zont d’he saeramanti d’ar iaou amblit var bord rivier Jourden e pelec’h he c’hafse, en emdennas pront en he desert. Zosiim ne van-cas quet da zont d’an deiz m’en devoa prometet dezi; bac ar santés e erruas er memes amser en tu-all eus a stær Jourden. An difficulté oa da dremen ar rivier, mæs ar santés o veza græt sign ar groas, a guersas var an donr, evel m’he devize græt var an douar. Goude m’he devoa bet an eur da receo ar gommunîon, e c’houlennas ar c’hraç digant Zosiim, quenta gueich ma tetise en desert, da zont c’hoas d’he c’bavout er plaç quenta m’en devoa-hi cavet : eno, emesi, em er stad ma plijo gant Doue. Da benn tost da ur bloas é tis-troas sant Zosiim evit he guelet; mæs he c’havont a reas maro, astennet var an douar, ha quer fresq evelmavize nevez dremenet, hac e cavas scrivet ar c’homsou-mâ : Tad Zosiim, anterrit amâ dre garantez corf ar béc’heres Mari, pehini a varvas dazeiz gumer ar groas, antronos ma ho poa-hi sacramantet. Zosiim a enterras ar c’horfsantel gant cals a respet; bac o veza zistro d’he c’houent, e crèscas he binijen. Ar santés-mà eus an Egypt a varvas var dro ar bloas 425. REFLEXION. Ne d’è na guir na sincer ho conversion, ma n’embel-laït dious an occasionou eus ar pec’het. An nep ne guita quet an occasion eus ar pec’het, a gar ar pec’het ; ha piou-hennac a gar an danjer, en èm gollo ennan. Digitized by Google