Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/203

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

§9. Meurs. Saut Eüstàs. 187

ma voa enbet he-unan, e cassas di sant Eustâs e calite a abad. Ar sant-mà dre he zouçder ha dre he fumes a lequel ar peoc'h hac a obtenus liberté da chom er gouent ’ gant he oll religiuset.

He guenta sourci a voe da ober miret an oll. regla-mant a yoa het instituet gant sant Colomban. Eguis he exempt a instrue mui c’hoas evit he gomsou, e voe gue- . let souden ur ferveur vras etouez an oll religiuset. He garantez dreist-ordinal evit he vreudeur, ar sourci bras en devoa da bourvei d’ho ezomou spirituel ha corporel, an douçder gant pehini ho gouverne, quement-se oU sou-• tenet dre un ær a santeles a vije remerquet en he oll ac-tionou, a chouneas dezan calonou an oll, hac a zougas queit ar brud eus a gouent Luxeu, ma teue tud a bep-tu evit en em lacaat didan direction an abad santel, en he-velep fæçon ma en devoe ar gonsolation da gaout assam* blés en he c’houent chuec’h cant religius dévot ha ver-tuzus meurbet, etouez pere e conter sant Caignou, pehini a voe goude-se escop eus ar guær a Laon, sant Orner esçop a Derouên, sant Æchareus a Noyon, hac un nombr bras a re-all, eus a bere ar mirit ac ar santeles a ra gloar ha curunen sant Eustàs. Beza en devoe c’hoas ar gonsolation gaër da velet ha da glevet san-cess en he c’houent cana an ofiç divin dre ar ferveur eus ar c huec’h cant re-ligius-se, pere oc h en em sevelbepret an eil rum goude eguile, a gane hep discontinui noz ha deiz meuleudiou an Âutrou Doue, ac a denne ar venedictionou eus an eè >ar an oll bobl. Erfin ar sant-mâ eus a behini ar vuez a voa un oræ-son casi continuel, a varvas er bloas 625, oajet var dro tri-uguent vloas.

REFLÉXION.

An abad santel-mâ pehini a oa carguet eus a c’huec’h cant religius, a gave c’hoas amser avoalc’h evit ober oræ-son en deiz hac en noz, hac a gonserve bepret ur speret recueület ac intérieur e creis he oll labourou ac he oll sourci. Ha ret eo e teue ar sourci hon eus eus ar re-all da ober deomp en em anconec’haat hon-unan? Ha ret eo c teufe un affer dister da occupi hor speret, bete ober deomp coll an attantion requis en hor pedennou ?

Ma vemp fidel da ober un usaij mad eus an amser, e eafemp amser avoalc’h evit renta da Zoue ar pes a