Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/191

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

J 24. Meurs. Sant Lubin* 175 obeissanç hac ar respet en devoa bepret evit he dad hae he vam a dennas varnezan ar venedictionou spécial a bere er c’hargas an Autrou Doue epad he vuez. Un devez en ur vont gant he zenvet, o veza rancon-tret ur religius, e tisclerias dezan ar c’hoant bras en devoa da zisqui lenn, hac er pedas da ober dezâ un A B C. Ar religius en devoa joa o velet ar volonté vad en devoa ar paotric paour da zisqui, hac a vercas dezan guella ma ellas al liserennou. Ar c’hrouadur, o vont hac o tont, a selle bepret ous al liserennou evit ho c’hompren ervez he bossibl. He dad o velet ar c’hoant en devoa da zisqui, he lacaas er scol, hac e teuas habil e ber amser. Instruet mui dre ar c’hraç evit dre al levriou, en devoa avi ous a re pere, pell dious ambarras ar bed, ho devoa an oll amser da studia en ho silvidiguez ha da gontempli e repos ar mysteriou santel ; quement-se a reas dezà, goude beza bet conje he dad hac he vam , en em retira en ur gouent. Evel m’en devoa eno cals a exerciçou, a ma voa carguet eus a gais a labour bemdez, e quemere var he gousq an amser a ree d’ar studi. Eiz vloas e voa ma cundue er gouent-se ur vuez humbl ha iervant, pa zeuas c’hoant dezan da vont da velet saut Avi hermit, evit disqui gantau an hent eus an huela perfection. Partial a reas gant conje he supérieur. Saut Avi en recevas gant cals a garantez, hac a guemeras sourci d’en iustrui var ar pes a zesire; ha souden e teuas d’he gonsideri erel he væstr er vuez spirituel. Doue a zisquezas ive he santeles dre gais a viraclou. Ra-portet è penaus en amser m’en em brepare an dud da vidi an idou, e savas un avel hac un tournant quen horribl , ma voa danjer ne deuje pep tra da goll. An den Doue-m«l touchet o consideri an domaij hac ar revin da behini e voa exposet ar c harter , eu em lequeas en oræson , hac o veza tauiet en ær un nebeut eol pehini en devoa binni-guet, an tourmant a cessas en un instant. An escop eus ar guær a Chartr o veza maro, ar roue Childebert a broposas saut Lubin evit derc’hel he blaç. An oll a anavezas sclær ar volonté a Zoue er choas en devoa græt ar prinç ; mæs ne voe quet facil trec’hi humilité ar sant, pehini ne aile quet consanti beza escop, quemeut en em gave indign eus ur garg quer bras. Ma:s ret oe dezan erfin en em renta da urs ar roue ha d’an dcsir ho devoa Digitized by Google 17