Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/168

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

162 Saut Grïgob, Pat. 13. Meurs» An trizecvet devez a t Meurt. S. GREGOR, PAP HA DOCTOR EUS AN ILÏS. Ar sant-mô a voa map da Gordian, sénateur romen, ha da santés Silvia, pere a roas dezan un descadurez caër ha e’hrâten ; ha pep-unan a admiras souden he speret excellant , he locanç vras bac he vertu dreist-ordinal. Goude maro he dad, e reas batissa divar he goust he-unan c’huec’h couent e Siciil, hac un ail e Rôm hanvet sant André, e pehini en em rentas religius hac e cunduas ur vuez anjeliq. ’ ' Ar pap Pelage o veza maro, e voe choaset en he bjaç. Quentre ma clevas quement-se, he humilité a reas dezâ mont d’en em guset e creis ur c’hoat bras ; mæs caër en - devoe, cavet e oue ha cunduet da Rôm, e pelec’h e voe secret d’an drede a viz Guengolo eus ar bloas 590. Diæz eo compren an oU vad en deus græt ar pap bras-mà er guapr a Rom ha dre an oll bed christen. Derc’hel à ree scriyet en ul levr hanoïou an oll beaurien eus a Rôm ha divar dro, da bere e roe an alusen ervez'ho nécessité hac ho c’hondition. O veza clevet e voa cavet maro ur paour, e voe quen touchet, ma reas evit-se pinijen epad tri devez, gant aoun na vize maro ar paour-se gant an dienez, dre he faut. Bemdez e roe da zibri ous he aaul d’ar belerinet paour ; maga a ree e Rôm tri mil leanes, hac e lavare penaus ho fedennou a denne var guær be-nedictionou an eê. O velet ar sourci a guemere da regli ar guær a Rôm ha da soulaji an oll beaurien, e vije bet credet n’en devize quen affer na quen studi ; couscoude .an Ilis universel, bete ar broiou peÛa, a admire ar sourci en devoa anezo hac a santé an effejou eus he vadeles. Caç a ree tùd habil ha santel da labourat evit conversion an heretiquet, ar Iusevien hac ar bajanet ; ha beza en devoe ar gonsolation da velet un nombr infinit anezo convertis-set. An impalaër Mauriç o veza roet un urz dre behini e tifenne ous ar soudardet en em renta religiuset, ar sant-mà en alias da derri an urs-se evel control da lesen Doue. Labourat a reas bete da reformi ar c’han eus ah llis, hac \ Digitized by k _ le