Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/160

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

144 SAIfTDB f^AlWÎIMà# 9. Meurs.

or garantez hae tir respet quer brag f ma vefeont daou-liguent vloas assambles hep ma savàs biscoas etrezo an distera division» Nebeut a gaver a zimiziou qiien eûrus^ abalamour ma eus nebeut a zimiziou quer santel.

Daou grouadur bo devoe, da bere e inspirzont abred doujanç Doue, ba me^veï a resont evel daou æl, o veza C’hoas iaouancquic.

Ne cuffer quet lavaret gant pebes attantion e veille ar santés-mà var he servijerien, ba gant pebes madeles ho zrete. Ho clionsideri a ree evel he bugale ; ober a ree dezo ni lectur dévot bac ar pedennou e commun bemdez , hac an urs caër pehini a dalc’he en he zy, a antretene un dévotion édifiant ètouez ar re a chomme eunan.

Petra-bennac ma, voa iaouanc, nopl ha pinvidic, n’en em gave morse en divertissamanchou monden, en ur lavaret penaus o veza christenes, e voa oblijet da veva ervez reglennou an aviel, ba non pas ervez ar bed. He guiscamant a voa bepret modest bras, had he exempi a reas da gais a itroneset eus a Rom renonç d’ar vaniteou evit imita he modesti* Goude beza en em acquitet eus he devotionou ordinal ha lequeet peb urs vad en he zieguez, e roe ar regt eus he amser d’an euvrou a garantez, o visita ar re glan hac o soulaji ar re baour.

Ladislas roue eus a Napl, o veza en em sesiet eus ar guær a Rom, ar vreg santel-mâ e devoe an displijadur da velet pilla be zy, sezia he madou ac exila he fried. Suporti a reas gant ur batiantet admirabl ar c’hoflou-se; biscoas ne respontas d’ar re a zeue evit he c’honsoli nemet ar c’homsou-mâ : Doue en deus lainet diguenê ar pes en devoa roet d'in ; he tiano ra vezo meulet.

Goude ma Voe græt ar peoc’h, e voe rentet dezi he madou , hac e tistrôas he fried, dious an exil. Neuse e teusont ho daou da veza assambles evel breur ha c’hoar, ha d’en cm rei oll d’ar pratiq eus an euvrou mad ha d’an oræson.

Ar santés a zougas bepret a-neuse didan hc dillat .ail ur saë reun, pehini a Conserver c’hoas er gouent a reas sevel dre un inspiration a Zoue evit receo ar merc’het ac an in-tàveset pere ho dévize c’hoant da guitaat ar bed evit servija Doue epquen. Ho henvel a rêr oblat, abalamour eleçh oher profession evel al leaneset ail, ne reont nemet un oblation , da laverct eo, un offrapç anezo ho-unan da Zoue. En institut-mà