Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/144

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Eudoç. t. Meurs. REFLEXION. Doue a zeuda venaji dar bec’herien certen rancontrou eûrus, certen moyenou a gonversion pere a so beprct moyenou sur a silvidiguez d’ar re a fell deze profita ane-zo ; mæs peguer maleurus eo ar re a zeu d’ho renta inu-til evit-ho ! Pep disprijanç, pep indifferanç en occasionou Saluter-se a so ur sigu a obstination er pec’het, bac a nep a zeu da abusi eus ar graçou-se, a so en un danjer bras da vervel en he bec’het. Eudoç pec’heres a gley ul lec-tur dévot al lectur-se he zouchas ; cbelaou a eure er memes amser ar vouez eus ar chraç pehini a barlante out-hi e goëlet he c’halon, bac e teuas d’en em gonverdssa. E pelec’h ve bremà Eudoç, mar edevize græt neuse ar scouarn vouzar ? Ma n’he devize quet profitet eus an occasion eûrus-se ? Peguement a bec’herien ho deus manquet ho silvidiguez , pehini a zepande eus ar profit a dlient beza græt eus ul leçtur dévot dre behini Doue en devoa ho touchet, eus ur sermon ho devoa clevet, eus un avis mad roetde-zo, eus un accidant trist ho devoa guelet, eus un inspiration santel ho devoa bet; ne d’ê quet falveset dezo profita eus ar momet eûrus-se, bouzar int bet ous ar c’hraç, pebes malheur evit-ho, sioas ! ha peguer cruel e vezo ho c’heuz en ifern, da veza en em galedet a enep ar c’hraç er circonstanç eûrus-se ! An Autrou Doue en deus martese staguet silvidiguez menr a den ous al lectur a raïnt eus ar rellexion-md : pebes malheur, mar he rentont inutil evit-ho! An eil devez a vtz Meurs. SANT CHARLES, CONT EUS A FLANDRES, Ï^Entomp enor ha gloar da Zoue da veza roet ar sant-mà evit exempl ba squèr d’ar brincet, d’an noblanç ha d ar re ho deus galiout hac autorité var ar re-all* Ar prinç-mà a so bet just, dévot, carantezus ha patiant : chetu a-se ar peder vertu pere ho deus composet he vuez, hac ho deus weritet dezan ur gurunen gaër en eè. Goude Digitized by Google