Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/132

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Santés Mac’harit. 23. Fevrer. c’horf maro eus an digentil maleurus-se. An d!gentil-se a varv miserablamant (lrç ur goall rancontr, ac a servij da occasion da gonversion ur plac’h martese coupaploc’Ii. Adoromp ar secrejou eus ar brovidanç divin. Peguen ia-comprenabl eo jujamanehou'an Autrou Doue , ba pegue-ment e tremenont-hi an ners eus bor speret ! Pet accidant trist, pet goall fortun a zeu bemdez d’hon excita ha d’bor pressi d'en em gonvertissa. Mæs pegue-ment a dud a zo bouzar d’ar vouez-se eus ar c’hraç ! EU reflexion. An nombr hac ar grevusdet eus hor pe-c’hejou a die hor spounta, mæs non pas hon disesperi. Ha ne d’ê quet evit excita fizianç ar bec’herien eo e teu Doue da garga eus he faveuriou brassa ar guir penitantet? Ar benitantes eûrus a Gortoon a so un exempt caër hac un testeni bras a guement-se. Distroomp ous Doue evel-di dre ur gonversion sincer ha courajus , hac e recevimp ar memes douçder hac ar memes avantajou eus ar guir gonversion. ; Ar pevare vam-uguent a Fevrer. SANT MATHIAS, ABOSTOL. S An! Mathias a voa unan eus a fervanta disquibien hor Salver, hac en heulias epad an amser ma presegas var an douar. Evel ma’z ê merquet er Scritur sacr ar fæçon ad-mirabl dre behini e voe choaset evit abostol, e raportimp ar circonslançou principala. An ebestel hac an disquibien o veza en em assamblet er cenacl evit en em zisposi da receo ar Speret-Santel, er-vez an urs en devoa roet dezo Jesus-Christ pa bignas en eê, sant Per, viquel da Jesus-Christ, ar pennvisibl eus an Ilis ha prinç an ebestel, a savas e creis an oll , en ur lavaret : Va brcudeur, chetu amâ an amser da choas un abostol e plaç an traitour Judas, pehini a so bet quer ma-leurus ma en deus guerset he hac hon hini. Gousout a rit penaus e voa abostol evel-domp, penaus e voa galvet evel-domp gant Jesus-Christ evit preseg he Âviel, ha penaus couscoude ez ê maro en ur fæçon estrainj ha maleurus. Ret eo eta bremâ ober ar choas eus a unan bcnnac capabl ha Digitized by Google