Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/121

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

le Î8. Fevrer. Saut Simeoh. 105 hac e reas scouijea ar sant gant ur grueldet barbar. An oll e voa estonet o velet ar gouraij gant pehim e andure ar tourmant-se, ha ne allent quet compren a pelec’h e teu dezan an ners hac ar gouraij-se en ur c’horf sempleet dre an oad quer bras. An tirant er c hondaonas goude-se da vervel var ur groas. Evellen sant Simeon en devoe ar gonsolation d’en em velet tretet ec’his ma voa bet he væstr divin, hac e varvas en ur drugaredat Jesus-Christ eus ar c’hraç a ree dezà da vervel er groas eveldâ. He Ver-zerinti a erruas er bloas 107 goude donediguez horSalver. Conservi a rèr darn eus he relegou e Boloign ha darn c Bruxeel. REFLEXTON. * Map Doue a zesq deomp e petra e consist ar garantez a dleomp da gavout evit hor c’herent ac hor mignonet, . dre ar garantez en deus bet he-unan evit sant Simeon, pehini n’en eus caret nemet evit he Tenta sant. Oblijet oum|J da garet an oll ; gant mui a ræson e tleomp caret ar re a so nessoc’h deomp ; mæs ar guir garantez a gonsist o tesirout hac o procuri ar guir madou d’ar re a garomp ; mæs pere int-hi, nemet graç Doue hacar silvidiguez? Cetu a-se’ta ar pes a dleomp da brocuri da guenta, ha drei£t pep-tra d’hor c’herent ha d’hor mignonet; peb carantez-all ne d’è quet dign eus a galon ur christen. EU re flexion. Jesus-Christ eudeusroetda sant Simeon mercou caër eus ar garantez en devoa evità, en ur rei dezà ul loden vras en he souffrançou hac en he groas. Er fæ-çon-se eo e car hor Salver he vrassa hac he fidela servi-jerien. Sant Simeon eus he gostez en deus rœt da Jesus-Christ ur merc caër eus he garantez, en ur receo a galon vad ha gant joa al loden a roë dezan en he souffrançou hac en hè groas. Er fæçon-se eo e teu ar re a gar ive Jésus da zisquez . dezan ho c harantez. Ha receo a rit-hu eta evel mercou eus he garantez cvidoc’h ar poaniou , an afflictionou, ar c’hroasiou a zigaç-en deoc h? Ha renta a rit-hu dezà carantez evit carantez, o soufr evitan gant pa-tiantet ha gant resination d’he volontez santel? Evit breu-deur eus un Doue crucifiet, evel ma oump, peguen ne-beut e ententomp-ni ar myster eus ar groas! Descomp-en eta hirio, en ur disqui penaus ne dleomp estimout netra brassoc h, netra santeloc h , netra guel evit assuri * hor silvidiguez, eguet soufr evit Doue. Digitized by Google