Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/102

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Sautes Apollina. 9. Ferrer: » Ar hayanet eu eiu gavas soueset meurbet, ha ne client quet comp*en peuaus e aile ur verc’h caont ur couraij quer bras. Ar gristenien a zestumas ar pes a ehomas eus he relegou, hac ispicial he dent, pere a voe distribuet da veur a ilis ha conservet gant cals a respet. Ar soulajamant a receo c’hoas bemdez cals a dud dre ' intercession santés Apollina, a zisquez ar c’hredit e deus dirac Doue. REFLEXION. Santés Apollina a anduras hep en em glem, ha memes gant joa, tenna he oll dent. Sujet ez ouc’h sur da ur boan pe da un diæsamant bennac, Doue a ro ar boan-se deoc’h evit exerci ho* patiantet. Ma ne illit quet soufr gant joa, soufrit da viana gant patiantet ar pes na illit quet da évita. Petra-bennac a rafec’h , mar deut da vur-muri pe d’en em jala, ne reot nemet crisqui ho troue, hac en em renta fachus d ar re-all ha deoc’h hoe’h-unan. E creis ho prassa anquen sonjit e poaniou an ifern pere hoe’h eus meritet dre ho pec’hejou, ha livirit neuse : Brernâ, à va Doue, e ven o soufr poaniou crudoch, ma n'ho pize dre ho madelez asiennet va huez, evit rei d'in amser da ober pinijen. Sonjit peguen eùrus ouc’h c’hoas da c’hallout dre boaniou quer ber racquita poaniou eternel. Offrit ho poan da Zoue evit pinijen eus ho pec’hejou. linisset ho poaniou gant ar re en deus anduret ho Salver adorabl. Soufrit dre garantes evitau ar boan, ar c’hlenvet, an affliction a ro deoc’h. Offrit dezan quement a andurit, ha livirit : C'hoas davantaij, va Salver, mar d'ê ho volonté z ; crisquü va foan, mœs crisquit va fatiantet. Sonjit èr pez ho deus soufret ar sænt evit Doue; sonjit er pez en deus anduret Jesus-Clirist evidoe’h, sellit ous he groas hac e lavarot : ar pes a soüfran ne d’ê netra e comparæ-son d’ar pes en deus soufret va Jésus. An deevet devez a viz Fevrer. SANTES SCOLASTIQ , GUEBC’HES. Ç • O Antes Scolastiq c’hoar da sant Beneat, a voa guinidic eus an Itali. He mam leun a vertu a inspiras dezi abred Digitized by Google