Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/45

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
goude ar Rouane.

silvidiguez, d’an drouc-speret, o cridi ne illit quet resista outàn ? Penaus eta, a disfiziout a rit-hu eus a c’hraç an Autrou-Doue hac eus e vadelez ? O peguen nebeut a feiz hoc’h eus-hu ! Ne ouzoc’h-hu quet penaus ne arru netra gueneoc’h nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha penaus e oar tenna ar mad eus an drouc ? En em abandonit eta etre e zaouarn en amser an dentation : gelvit-èn d’ho sicour, ha liquit hoc’h oll fizians ennàn. Gant ur goms hepquen e all lacât ar c’halm hac ar peoc’h en hoc’h ene.

O va Doue, anaout a ràn va sempladurez ha va fragilite, mæs gouzout a ràn ive penaus e illit, hac ez oc’h prest bepret d’am souten a enep an attacou eus an tentationou. Rac-se o tisfiziout ac’hanon va-unan, hac o lacat va fizians enoc’h, e livirin deoc’h em affliction evel an Ebestel : Va sicourit, va Doue, emaoun en danger d’en em goll ; hac esperout a ràn n’em abandonot quet e creiz an danger.