Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
Meditationou.

dirac Doue evit beza barnet. Songeomp pe na songeomp quet, un dra eo pehini a erruo gueneomp abred pe zivead. Songeomp eta da regli hon c’hont ; divead e vezimp d’en em brepari pa vezimp dirac hor Barner.

Greomp bremàn hor possibl da veritout ur setanç favorabl. Peguer bras pec’her benac e veac’h, na zisesperit quet da obteni misericord epad ma em’oc’h er vuez-mâ, pa hoc’h eus evit Barner an hini a so deut evit savetei ar bec’herien. Grit pinigen, goalc’hit ho pec’hejou gant an daëlou eus ar gontrition, ha ne vezint quet rebechet deoc’h da zeiz ar varn. Grit œuvrou mad : beza e vezint ho consolation en deiz-ze, hoc’h heulia a raïnt dirac ho Parner, hac e procurint deoc’h ar setanç douç ha favorabl-mâ : Deut, servicher mad, deut servicheres fidel, antreit er joaüsdet hac er gloar eus ho Toue.

Petra raën-me, va Doue, penaus en em gafen-me, ma ve ret din en heur-mâ comparissa dirac ho Tribunal terribl, pec’her maleürus ma oùn ?

O va Jesus douç ha mat, ho pet truez ouz ar c’hriminel paour-mâ pehini a implor ho misericord ; songit ez eo dre garantez evidon hoc’h eus en em c’hret den hac hoc’h eus souffret quement a boan ; considerit ez eo ho Maro ar bris eus va ene, na