Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
An drede Sul varn-uguent

evit-hi ; he assuri a ra e rendse pare, hac en effet e rentas dezi ar yec’het er moment-ze.

Peguement a brofit a guef en ur dostaat ouzoc’h nep a ene ervad e baourente hac ho puissanç, e indignite hac ho misericord ! Eürus an hini a laca e oll fizianç enoc’h pa dosta ouz an trôn eus ho craç evit goulen sicour en e ezomou, consolation en e boaniou, pardon ha remission eus e bechejou ! Eürus an hini en em abandon d’ho Providanç, ha pehini en em repos voar ho madelez ! Netra n’e d’eo capabl d’e droubli, abalamour ma quef enoc’h ur protector oll-galloudec. Netra n’er chagrin, abalamour ne zesir nemet ar pez a fell deoc’h. Pep tra a erru hervez e volonte, abalamour ma zeo contant a guement a erru gantàn. Chom a ra e peoc’h epad an tourmant hac e creis ar persecutionou, abalamour ma oar ez oc’h e dad e bastor, e brotecteur, e refuich hac e nerz.

Biscoas, va Doue, n’hoc’h eus