Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/271

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
goude ar Pantecost.

Sant Vaze. Ch. 9.
Meditation voar ar fizianç parfet ha leun a humilite e devoa ar vreg clàn-mâ e Doue, ha voar an hini a dleomp ive da gaout ennàn.

Considerit penaus ar vreg affliget-mâ ha rentet pare gant Jesus-Christ en ur fæçon quer miraculus, o so evidomp un exempl caër eus ar fizianç gant pehini e tleomp tostaat ouz Doue evit beza sicouret en hor poaniou hac hon oll necessiteou.

He humilite a ra dezi en em zerc’hel a dre Salver ar bed, oc’h en em estimout indign d’en em bresanti dirag e zaoulagat ; hac ar fizianç e deus en e vadelez hac en e buissanç, a ra dezi cridi parfet e recevo ar yec’het, mar guell touich hepquen ouz bord e saë.

Ar vreg paour-mâ en em guef indign d’en em bresanti dirac Jesus-Christ ; ha dre e humilite e oblich Jesus Christ da drei out-hi. He guervel a ra va merc’h, rei a ra dezi an hano pehini a verq guella e vadelez