Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/248

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
An trivec’hvet Sul

infirmiteou. Presantit dezàn hoc’h ene, ha pedit-èn d’e farea eus he faralisi spirituel ; mæs pedit-èn gant ur feiz beo, gant ur fizianç humbl ha disposet da gooperi d’e c’hraçou : ha credit parfet e roï deoc’h ar sclerigen, an nerz hac an oll graçou necesser evit silvidiguez hoc’h ene.

Peguer bras pec’her bennac e vec’h, credit penaus e hillit en em gonvertissa gant sicour Doue ; ne deus quet a voal-acustumanç a behini ne allac’h en em zisober gant ar sicour eus e c’hraç ; dont a illit memes da veza ur Sant bras, mar doc’h fidel da heulia an inspirationou santel a zeu deoc’h eus an Eê.

Peguement a Sænt so er barados pere a so bet pec’herien vras er penn quenta eus o amser ! O c’honversion a zisquez deoc’h ar batiantet vras hac ar vadelez infinit eus a Zoue, hac a dle disqui deoc’h esperout gant fizianç ar pardon eus ho pec’hejou, ha cridi e erruot er memes eürusdet mar bezit fidel d’ar c’hraç evel ma ind-y bet.