Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/247

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
goude ar Pantecost.

zianç ; goulen dreist pep tra hon ezomou spirituel ; ober eus hon c’hostez ar pez a ellomp, hac en em resina d’e volonte divin.

Considerit penaus ar feiz hac ar fizianç vras eus ar Paralitic-mâ hac eus ar re er presantas da Jesus-Christ, a zesq deomp an dispositionou gant pere e tleomp caout recours dezàn ; ha Jesus-Christ e-unan o pardoni e bec’hejou d’ar Paralitic abars renta dezàn ar yec’het, a zesq deomp penaus e tleomp e bidi principalamant hac abars pep tra d’hon dilivra eus a infirmiteou ha clevejou hon ene.

Ar Paralitic hac an dud vad-ze pere en dougue, a zisquee dre an action-ze penaus e credent en devoa hor Salver ur gallout souveren voar an oll infirmiteou hac an oll glenvejou, ha penaus en devoa ur vadelez pehini ne scuize quet o soulagi ar re miserabl hac oc’h ober vad da bep sort tud. Credit ive hoc’h-unan penaus en deus hor Salver carantezus ur guir desir d’ho tilivra eus hoc’h oll miseriou hac