Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
goude ar Pantecost.

2 P. Evit disc’hrienna an orgouil eus ho calon, en em servichit eus ar remejou-mâ, pe da viana eus a unan bennac anezo.

Quenta remed. Considerit eo digant Doue e teu quement a so enoc’h a vad ha quement avantaich hoc’h eus ; da Zoue eta eo dleet an oll gloar a guemense, ha nonpas deoc’h-hu.

Eil remed. Songit peguen neubet a dra eo an oll istim a ouffe an dud da ober ac’hanoc’h. Hac e vec’h meulet hac enoret gant an oll, ne viot na brassoc’h, na guelloc’h, nac eürussoc’h, ne viot ato nemet ar pez ma oc’h dirac Doue. Ouzpenze pa ho meulont, ha c’houi so sur o deus istim evidoc’h e goelet o ene ? Marteze e reont-ii goab ac’hanoc’h.

Trede remed. Songit en hoc’h infirmiteou quen corporel, quen spirituel, petra eo ho corf nemet douar ha corruption ; da be seurt miseriou ne d’eo quet sujet hoc’h ene ? Antreit enoc’h hoc’h-unan, hac e quefot pe-a-dra d’en em humilia, en ur gonsi-