Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
Ar c’huezecvet Sul

pa zeo caus eus a valeuriou quer bras !

Considerit ha ne d’oc’h-hu quet sujet da ur viç quer maleürus, car beza ez eus cals hac en em rent coupabl eus ar viç ma, pere cousgoude n’er c’hredont quet, evel ar re a ra un istim vras anezo o-unan, abalamour ma o deus muy a speret, muy a nerz, muy a vadou evit ar re-all ; ar re ne zesiront ha ne glascont nemet beza estimet gant an dud, ar re a barlant eus anezo o-unan e pep rancontr hac en em veul ho-unan, pe a chelo gant gomplesanç ar meuleudiou a roer dezo, ar re ne allont quet anduri beza reprenet pe avertisset eus o fautou ; ar re a so aheurtet en o santimant, hac a zispris an avisou mad a roer dezo, oc’h en em gridi fur avoalc’h evit en em c’houarn o-unan ; ar re a zispris ar re-all, o cridi beza guell pe vertuzussoc’h ha devotoc’h evit-o.

Examinit ha ne d’oc’h-hu quet coupabl en ur poent bennac eus ar re-ze.