Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
An decvet Sul

a visericord, hac ato prest d’ho sicour.

Ret eo c’hoas perseveri da bidi. Ma ne accord quet Doue souden deoc’h ar c’hras a c’houlennit, na gollit quet courach, mæs perseverit en oræson, hac esperit ferm e roï deoc’h ar pez a zesirit pe un dra bennac all hac a vezo guelloc’h, evel ma reas da Sant Paul, pehini o veza e bedet meur a veich d’en delivra eus an tentation gant pehini ez oa tourmantet, a recevas elec’h an delivranç-ze ur c’hraç avantajussoc’h evintâ, pehini en rentas victorius eus an dentation hac a reas dezàn gounit quellies a victor evel a gombat en devoe da souten.

Doue a zale aviziou da rei deomp ar c’hraç a zesiromp, evit rei deomp occasion da bratica meur a vertu evit hon renta humploc’h, evit ober deomp santout guell hor paourentez hac an ezom hon eus e sicour, evit hon obligea da gaout aliessoc’h recours dezàn hac e bidi gant muy a