Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
goude ar Pantecost.

Ma n’en em chelaouit quet hoc’h-unan, hac esperout a illit-hu beza chelaouit gant Doue ? Ma sonchemp a barfetet er vajeste a Zoue ouz pehini e parlantomp, gant pebes respet, gant pebes attantion e teufemp ni d’e bidi, ha petra ve capabl d’hon distrei ?

D’an eil, ret eo pidi gant ferveur, da lavaret eo, a greis ho calon. Ho pezet un desir ardant da receo ar c’hras a c’houlennit, hac e pedot gant ferveur. Gant pebes ardeur e c’houlen ur paour an alusen digant un den pinvidic ! Goulennit evelse digant Doue e c’hraçou.

D’an drede, ret ê pidi gant humilite ; ret eo, evel ar Publiquen, anaout hon ezomou hac hor paourente, anaout ne doump capabl a netra, ne veritomp netra, exposi hor miseriou da Zoue hac e supplia da ober ur sell a druez ouzomp.

D’ar bevare, evit pidi gant fizians, songit ez eo da Zoue hoc’h eus recours, d’ho Tad Celestiel pehini ho car, pehini a so leun a vadelez, leun