Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
goude ar Pantecost.

An oll madou a zestumit voar an douar a so muy evit ar re-all eguet evidoc’h ; o c’huitaat a reot en heur ar maro, hac ar pez a gassot gueneoc’h aneze, a vezo ul lincer simpl hac ur planquen bennac ; ha pa apparissot dirac Doue, hoc’h œuvrou hepquen, mad pe fall, hoc’h heulio. Cetu aze ar pez a chomo gueneoc’h : cetu aze ar pez ho rento eürus pe maleürus evit un eternite.

2 P. Considerit penaus an œuvrou mad a gonsist ispicial er fidelite da ober ar pez a c’houlen Doue digueneomp hervez hor stat hac hor c’hondition. Bras ha bian, paour ha pinvidic, oll e ellomp ober œuvrou mad bemdez hac e pep mare, pa ellomp eus an oll actionou eus hor buez, hac eus ar re disterra memes, ober œuvrou mad, ha crisqui hor c’hurunen en Eê, mar o greomp e stad a c’hraç, gant un intantion. santel, dre garantez evit Doue.

Doue ne c’houlen digueneomp nemet ar pez a ellomp. Ho labour hac