Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
goude ar Pantecost.

taouarn goullo, hac e lavarot : cals a boan am eus quemeret, ha n’am eus gouneet netra : labouret am eus cals evit an douar hac evit va c’horf, ha n’em eus grêt netra evit an Eê, netra evit ma ene, netra evit Doue.

Tennomp muy a profit eus hon labour hac eus hon oll actionou dre ar sourci a guemerimp d’o raporti oll da c’hloar Doue. N’en em gontantomp quet da offri da Zoue hon actionou e general, en ur lavaret dious ar mintin ar c’homsou-mâ eus an adoration :

Quement a rin ha lavarin,
A songin hac a andurin,
Offri a ràn da c’hloar, etc.

mæs offromp-ii c’hoas e particulier pa o c’hommansomp.

Labourat a reot ive hep nec’h ha gant contantamant, mar savit a amser-da-amser e creiz ho labour ho calon varzu Doue, hac ho taoulagat etresec an Eê, en ur lavaret interieuramant : Evit an Eê eo, evit Doue eo e labouràn ; ma ne brosper quet ma labour, ma foan ne vezo quet collet.