Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
Gouel ar Sacramant.

antrepren ha souffr pep tra evidoc’h ? Peur e vezin-me quel leun eus ho carante ma allin lavaret gant guirione : C’houi eo va chonsolation, va buez, va eürusdet, va Doue, ha va oll vad.

Recevit ar brotestation humbl a ràn deoc’h d’ho servicha da viquen gant fidelite ha gant carantez. En em offri hac en em gonsacri a ràn deoc’h antieramant. Ne fell din muy beva nemet evidoc’h, va Doue ! C’houi hoc’h-unan hepquen a vezo ar princip, ar reglen hac ar fin eus va oll actionou. Heulia a rin gant docilite hoc’h inspirationou santel ; pellaat a rin dious plijadurezou dangerus er bed, n’en em exposin muy d’an occasionou d’hoc’h offanci. Chetu aze ar pez a zesiràn muya er bed, ha chetu ar resolution a guemeràn, non-pas dre ur speret a bresomption ; anaout a ràn va miser, va inconstans ha va fragilite, ha gouzout a ràn penaus mar em abandonac’h din va-unan, e couessen adarre abars nemeur em oll dizurzou ; mæs