Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
goude Pasq.

Piou ne choaso quet quent goela voar an douar gant ar re just, hac ar em rejouissa eternelamant en Eê, eguet em divertissa gant ar re vechant, ha scuilla daëlou, c’huero epad an eternlte ?

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ne zesiràn ha ne glascàn-me quet joausdet ar bed ?

Ne songeàn-me quet beza eürus pa en em gavàn em flijadur hac er brosperite ?

Na songeàn-me quet beza miserabl ha maleürus pa zigoez guenê un affliction benac ?

O peguement oun-me en em dromplet bete vremàn !

O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy peguer væn ha peguen tromplus eo joausdet ha prosperite ar vuez-mâ ! Grit ma considerin a barfetet peguer buan e tremen plijadurezou ar bed, ha peguer maleürus eo ar fin da behini e conduont map den.

Plijaduriou, enoriou, madou ar bed, n’ho considerin muy nemet evel amusamanchou ha vaniteou.