Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —
ha, pa zonjann ervad, te zo va c’hrouadur
Truez em euz ouzid !
IANN VAREK
Ro d’in eunn tamm neuze !
N’em euz ket pell da chom aze !
AR VAMM
(o rei d’ezhan eur platad logod.)
Dell !
IANN VAREK
(o lounka al logod.)
Mad int, te oar ! Mad int, foultr ha tan !
Ha poazet er c’hiz vad ! Ha druz gant ann amann !
War ar billik vraz ’peuz ho great ?
Gwelloc’h ’vit ar re-ze ne vez logod ebed !
(mond a ra neuze war he zaoulin, liou
ann eürusted war he vizach.)
O va mamm, ra vi binniget.
abalamour m’az peuz roet
a wir bardoun ar vruzunenn
a dorro va foan da viken !