Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —
- (gant eur vouez flour.)
- Gortoz eunn tamm evelato !
me ve sur e vijez deuet da gaout keuz…
IANN VAREK
Petra ’ra d’id, e-taill ! Kennavo, hast em euz !
AR VAMM.
(o viret out-han da vond kuit.)
Neuze, lavar ’ta, Iann… Sarpanchou ?… Touseged ?…
Evit gwir, paotr ? Te peuz gwelet ?
IANN VAREK
Ia zur, m’em euz gwelet ! Ha c’hoaz eskel-groc’henn,
ha pikoulou razed ker braz evel eunn den
goloet a zrein penn-da-benn,
ha mil seurt loened all euz ar re spountusa
n’ouier ho hanoiou war ar bed-ma !
AR VAMM
(dioc’h-tu.)
Iann, silaou. N’ounn ket eur vamm dinatur,