Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/51

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

Mez pa oann poent mond kuit, setu ’nn Aotrou Doue
’kichen an nor a lavaraz d’in-me
« Difenn a rann ouzid dribi
» e n’euz fors pe seurt leac’h ma ’z i. »
Hag eur sell piz ouzin en deuz great c’hoaz ;
ha pa ’n deuz va gwelet ken treut, ken klanv, ker glaz,
hennez en deuz bet truez eunn tammik,
ma ’n deuz lavaret d’in : « Koulskoude, va faotrik,
» mar teufez da gaout eunn tamm boued
» digant da vamm, me ne lavarann ket :
» te a c’hallo neuze kountanti ac’hanoud,
» rak dreist pardoun eur vamm n’em euz ket a c’halloud. »
(enn eur vond war he zaoulin.)
Va mamm, va mamm, mar peuz truez,
mar peuz em c’henver eunn tamm karantez,
o ! ro d’in da zribi ! Eur vruzunenn vara,
m’az ped, m’az ped ! Ro d’in n’euz fors petra,
boued al loened pe voued ar moc’h,
p’otramant, p’otramant me n’hellann ket muioc’h !