Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

« Setu, eme Doue ; te a zo koundaonet
» da gaout naoun evit bepred.
» Ken a vezo ar Varn Ziveza, Iann Varek. »
Ha me kuit, gant ann Eal Gornek,
Kountant avad, enn eur c’hoarzin,
rag ar boan-ze n’oa ket kaled, a gave d’in.
Ma 'z ounn bet konduet ebars enn eur gambrik
ha lezet da c’hortoz enn-hi va-unanik.
Evit ann dervez kenta n’ oe ket re fall gan-en
abalamour d’ar c’hofad ’m oa dastumet derc’hent.
Nag ann eil dervez, kennebeut
paneve va bouzellou ’zoroc’he eunn nebeut.
Mez ann trede dervez, ha, goude, ar re-all,
setu ar ribotadenn e deuz troet da fall.
Va faour keaz koffik, hollala !
Pebez poan em euz bet enn-han !
Evel ma vije bet kroget gant eunn durkez
em bouzellou, ha troet, ha gwasket, hep paouez,
ma oann deuet d’en em ruilla, ’vel eunn den foll,