Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

AR VAMM

Lavar da hano da genta !
Sa, piou oud-te ? Respount eta !

MOUEZ JANN VAREK

Me a zo da vab lann Varek.

AR VAMM

(rust.)
Va mab lann a chom er vered,
pemp troatad douar warnezhan :
jamez na deuio d’am dieza !

MOUEZ IANN VAREK

Mar d’ounn va c’horf interet
dindan ann douar kaled,
me a zo va ene o skei brema war da dor
o c’houlenn, o c’houlenn digor !