Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

siouaz n’em euz kavet
tamm ebed, tamm ebed
Piou roio d’in da zribi
nemet va mamm, nemet-hi ?
nemet-hi ?

AR VAMM

Pa c’houlennfe digan-en eunn tamm boued,
ann disterà tamm n’her rofenn ket !
(souden, eun taol a zo skoet war ann nor.)

AR VAMM

(souezet.)
Jezuz ! Piou a sko war ann nor ?
Piou zo aze ?

MOUEZ IANN VAREK

(klemvanuz.)
Digor, digor !