Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

AR VAMM
(o rei he diskouarn.)

Pe seurt trouz a glevann, evel
eur vouez hirvouduz o sevel ?

MOUEZIOU ANN ANAOUN

Ni zo ann Eneou
’zo poaniet gant ar riou,
gant ar riou, gant ar riou ;
kaset e-giz deliou seac’h.
gant avel ann Ankouneac’h,
’nn Ankouneac’h.

AR VAMM

Emichans, trouz ar gwez huel.
’zo bransellet gant ann avel ?

MOUEZIOU ANN ANAOUN

Ni zo ann Anaoun