Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

Gant he fateriou ema-hi ?
Gwell a ze d’in ! Me vo trankilloc’h o tribi.

(en em lakaat a ra da lounka boued ann Anaoun.)
AR VAMM
(o sevel he fenn rak-tal)

Na petra ra hema ? Doue, Mari, Jezuz !
Boued ann Anaoun eo, gwalleüruz !

IANN VAREK
(leun he c’hinou, enn eur c’hoarzin.)

Boued ann Anaoun ? Hahahahaha !
Ar re-ze n’ho deuz ezomm a netra !
Chom da lavaret da bedenn
ha lez ac’hanoun gant va logodenn !

AR VAMM

Iann, va faotr keaz ! laosk ar re-ze, m’az ped,
peotramant e vi daonet !