Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Marvaill ann ene naounek, 1904.djvu/19

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

’samblez gant Pipi Gaer, hag he vreur, martolod…

AR VAMM

Pipi Gaer hag he vreur zo eat da gear, ho daou ;
n’az peuz ket ezomm da lavaret gaou !

IANN VAREK

Na te n’az peuz ket ezomm da c’houlenn,
ра ’z oud oc’h anaout ar wirionez a-grenn !

AR VAMM

Ar wirionez diwar-benn eur paotr evel ma ’z oud,
enn davarn e vezer atao sur d’her c’havout !
Mez lavar d’in, da nebeuta,
ped ann arc’hant az peuz c’hoaz fripet ? Lavar ’ta ?

IANN VAREK
(rok.)

Ann arc’hant a garann ! Daoust ha n’ounn ket enn oad