m’eo ’n em zalc’het enn-han bete poent he varo.
— Eul lunvez da vintin, siouaz, pevar miz zo… —
Hag hen ken nerzuz c’hoaz, hag a zrebe kenan !
« Evit hirie, va gragik, — emezhan —
» evit lavaret gwir n’en em gavann ket mad ;
» m’em euz c’hoant lakaat eur c’hornad
» evit kas ann dersienn er-meaz.
» Ia, me gred ez ounn klanv eunn tamm, e gwirionez ! »
Goude fumet he gornad, n’oa ket gwelloc’h gant-han.
« Mar am c’hredez, va gragik, — emezhan —
» kea d’ann iliz enn eur redek ;
» kea d’ann iliz, — emezhan — ha lavar d’ar belek
» ez eo deuet va foent diveza gan-en :
» n’en deuz ’met digas d’in ar groaz hag ann nouenn.
» O da c’hortoz, me a lako eur c’hornad all
» evit en em ziwall diouz ar Sperejou fall. »
Ha me mond, ha redek, enn eur ouela kenan !…
Jezuz ! Pa zistroiz, oa ’r berr alan gant-han !