Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Ar gambr-annez e ti eun toer diwar ar maez. A-gleiz eun nor o skei war ar straed, hag eur prenestr. A-zehou, eun nor all. E goueled al leurenn, binviou a bep seurt eus micher Domaz, ha dreist-holl kerdin a-ispilh ouz ar voger. Kempennet e vo an annezadur evel a garor, — pe hervez ar c’hiz koz : eur siminal bras tumennek, eul listrier skultet, eun daol hir e prenn fetis, — pe hervez ar c’hiz nevez : eur fornez, eur bufed prenn gwerniset, eun daol grenn goloet gant eul lien koaret. Ne vern pe c’hiz, e vo eun armel vras er goueled.

Pa sav ar ouel, emañ Tomaz en e goazez dirak an daol, oc’h echui e adverenn bara hag amann. Elen, en he sav, a spi outañ, hep pasianted, anat eo. A-daol-trumm, e tenn an asiedad amann diwar an daol.

TOMAZ

E, gortoz c’hoaz ma ’m bezo eur begad amann c’hoaz, ’vit peurzebri va bara ! Na petra ’ta ! N’eus pres ebet ! An tren a ya kuit da c’houec’h eur, ha peder a zo o paouez seni !

ELEN, ken beo ma werz he goanag.

Mont a ri da Vrest henoz ?

TOMAZ, goapaüs.

Ne din ket, feiz nann ! D’ober petra ez afen da gêr d’an eur-se ? Al labour noz, evit an dud yaouank eo ez eo mat. ’Met pa ’m eus gwelet kement a vall ganez, me ’ gave d’in ez oas, te, evit kemerout an tren.

ELEN, nec’h en he mouez.

Peseurt istor eo hounnez adarre ?

— 14 —