Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


TUD AR C’HOARI


TOMAZ — eun den war-dro pevar-ugent vloaz, pounner hag habask diouz gwelout. Komz a ra sioul ha poellek, nemet techet eo eun tammig da brezegenni. Gwisket eo gant dilhadou glas ar vicherourien.


ELEN — gwreg TOMAZ. Eus 25 da 30 vloaz eo, koant a-walc'h, hogen rust he dremm, ha kintus. Brizwisket eo, evel ma vez bremañ ploueziadezed Breiz : eur vroz c’hall ha koef ar vro.


GWILHOM — 25 bloaz, skouer eur brabañser diwar ar maez. Dougen a ra dilhad eun eil-mestr eus ar verdeadurez-vrezel.


KATOU — 18 vloaz, matez e ti TOMAZ. Gwisket e-giz eur goueriadez.


EUN DEN.
— 13 —