bourc’hadenn a zo e Breiz : Marvailh an Ene Naonek, ma weler eur vamm kristenoc’h eget an Aotrou Doue E-unan o klask nac’h ar pardon da bec’hed he mab ; Gurvan, ar marc’heg estranjour, hag e garanteziou gant Aziliz, e bried fidel ; Buhez Salaun, lesanvet ar Foll, tad, hep gouzout d’ezañ, da iliz dispar ar Follgoad ; An Intanvez Arzur ; Gwreg an Toer, hag all, hag all.
An Aotrou Tangi Malmanche n’eo ket mui eur paotr yaouank. Emañ o vont war an oad. N’en deus ket bet da fougeal gant e genvroiz. Mar deu e ano da veza anavezet a-walc’h, abaoe eur pennad, ha c’hoaz, c’hoaz ! e oberou a chom dianav-krenn.
Bretoned ez eus avat, ha na gavont ket an dra dereat. Hag enor ha levenez arzourien Radio-Roazon a vo bruda gloar an den uhel-se, n’eo ket en eur gana dezañ meuleudi goullo, met en eur gas dre wagennou ar skingomz da bevar c’horn ar vro ar pep talvoudus eus e benn-oberou.
Y. DREZEN.