Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/5

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n’he deus ket ezhomm da vezañ adlennet.

penn-kil-ha-troad, evel m ’eo an Aotrou Tangi Mal­manche. Meret ha kemmesket en deus hemañ e spered gant spered ar bobl, hini bro-Leon eeun-hag-eeun, hag e c’hoant nemetañ a zo gwelout e beziou-c’hoari displeget dirak pobl Breiz-Izel. E brezoneg, anat d’eoc’h ! Mont a ra eeun d’ar bobl, pe, mar kavit gwelloc’h, d’an dud na lennont ket nemeur, peogwir int dalc’het, a-hed an deiz-Doue, gant labouriou tenn d’o c’horf, d’an dud a gav en teatr eur repoz plijus ha leun a genteliou.

An Aotrou Tangi Malmanche ne skriv ket evit Parizianed ar saloniou kran. Ha, ’m eus aon e c’hoarvezas gant troidigez c’hallek e « Baganiz », pez a c’hoarvezas gant John Millington Synge an dramaour iwerzonat, hag e « Baladin du Monde Occidental », bet displeget e Pariz, nevez ’zo. N’eo ket bet komprenet gwall-vat. Ar Gelted, Bretoned koulz hag Iwerzoniz a zo re bell o menoiou gouez, komprenit yac’h, yaouank, kreñv hag uhel, diouz menoiou ar vondianed « sivilizet », komprenit : gwalc’het, pismigerien ha diskredik ; ken « sivilizet » m ’eo divouedet o empenn.

En eur ger berr, Tangi Malmanche en deus kinniget magadurez re greñv da vondianed Pariz… En e vro, avat, e c ’hoarveze gantañ ker gwas-all : abaoe daou-ugent vloaz e kave skouarn vouzar. Hervez a ouzon, n ’eo bet c’hoariet, hag eur wech hepken, nemet unan eus e « jeuiou » e brezoneg, dirak eur boblad tud. An heb a welas « Ar Baganiz », avat, e Ploueskad, er bloavez 1931, n’eo ket prest da goll ar sonj eus an darvoud fromus ha galloudus-se, ma weler eur Pagan peñseer, o ’n em lezel da veza barnet d’ar maro e gaou evit ma ne vo ket diskredet war enor e verc’h.

Peziou all en deus Tangi Malmanche hag a dlefe beza stlaket an daouarn d’ezo, e kement kêr ha

— 11 —