hep dale, da gimiadi diouz va re goz. Evel-se ’ta, ne dez ket ? Graet ar stal ?
- ELEN, krenn, goude eur brederiadenn verr.
Nann, ne dan ket. Gwell eo gortoz. Eun taol e vijen libr, me a werzo ti hag all, hag am bezo arc’hant ’vit mont d’az kavout du-hont.
- GWILHOM, sebezet.
Te ’werzo, emezout ?
- ELEN, oc’h en em zifazia.
Gwerzet e vo, a fell d’in lârout… peogwir e c’houlennin va divorz… ma vo graet foar evit ranna tout.
Teurel a ra he skouarn da selaou er-maez.
’Glevez ket eur safar war-zu amañ ?
- GWILHOM, goude beza selaouet.
N’eo ’met ar vugale o tiskolia.
Tevel a reont eur pennad. Elen a chom strafuilhet, stennet he spered war-zu an diavaez.
- GWILHOM
Neuze, p’emañ an traou evel-se, n ’em eus ’met kimiadi diouzit. Kent ha ma vo nevezinti n’az po ’met kas d’in eul lizer : Monsieur Guillaume Jestin, second-maître timonier, Dépôt des Équipages de la Flotte, à Toulon. Gortoz ’ta, me mont da lakât kement-se dre skrid.
En em lakât a ra da skriva. Elen, dieveziet muioc’h-mui, a sell bremañ dre ar prenestr, o trei kein da Wilhom. Hemañ, peurskrivet gantañ, a c’hortoz ur predig.
- GWILHOM, evel pa rebechfe.
A bian, peseurt emaout oc’h ober ? Er poent ma’z oun ’vit da guitaat, me ’gav d’in n’ac’h eus ket kalz a zamant d’in-me.
Elen a dro, krizet he dremm.