Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

mour d’ar gwall-gomzou. Hag ouspenn, ma c’hoarvezfe ganen ’n em gavout diere…

GWILHOM

Penaos, diere ? Petra ’fell d’it lârout ?

ELEN

Da lârout eo… heu… e c’hallfen marteze ’n em glevout gant Tomaz, ma’m bezo da vont kuit gant e c’hrad-vat…

GWILHOM, en arvar.

Mar be posubl, evit sur e ve furoc’h. Eun taol-penn a zo graet en eur predig ; ar c’heuz avat a bad ar vuhez holl.

ELEN

O ! evit pez a sell ar c’heuz… Keuz d’e reuz, den n’en deus !

GWILHOM

Koulskoude eun tiegez vat a zo d’it, ha kement tra ’c’h eus en da zouet.

ELEN

Enep se n’hellan ket lârout. Kement tra ’m eus ezomm ne vez ket refuzet d’in james.

GWILHOM

Du-hont, avat, e Toulon… Ker-kenañ eo ar vevañs, am eus klevet ; hag eun eil-mestr, her goût a rez, n’eo ket gwall-stank ar pae gantañ.

Klevout a reer pemp eur o seni en iliz.

Pemp eur dija !

ELEN, evel outi hec’h-unan.

Na gorrek eo an amzer !

GWILHOM, souezet.

A gav d’it ? Me avat a zo ret ganen mont d’ar gêr

— 29 —