Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


GWILHOM

Eo, evit pez a sell ouzin da vihana, rak ar seurt korden-se, kerkent ha te krouget, kerkent hag hi torret !

ELEN, bero en he mouez.

Te ’zo sur e torro ?

GWILHOM

Ar gorden-mañ, diwar-welout, ar fina paotr a vo tromplet. Mes eun timonier mat ne vo ket.

Dispilha a ra kreizen ar gorden.

GWILHOM

Hemañ a zo fals-kanab, evel a anver. Pa vez glebiet ne sec’h ket ken, hag eun taol ma vez brein, foutu eo. Mar kerez ec’h erein ar valizenn ?

ELEN

Ket dioustu c’hoaz.

En em lakaat a ra da beilhat ar patatez.

GWILHOM

Alato… Oc’h ober se, ne vo ket re a zale d’it ?

ELEN, war varteze.

Dre ma’z an kuit, se n’eo ket eun abeg ’vit lezel ar goan hep he c’higna ! Ahendall, gwelloc’h e ve, ’gav d’in, n’arrufen d’ar gar ’met d’ar poent diweza.

GWILHOM

Se a zo serten. Ha c’hoaz, kaer az pezo ober, ne vezi ket hep beza remerket.

ELEN

A gav din-m e ivez.

Tevel a ra eur pennad mat.

Moarvat, goude beza pouezet holl, e vije gwell ganen mont kuit dindan eur pennad amzer, ’bla-

— 28 —