Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ELEN

Panevet eur gourhed en dourn n’anavezo james ’eo bet torret houmañ !

KATOU

Na c’houi ’zo jentil !

E kuzulik.

’Mañ egile o c’hortoz e-kichen, en dibit Laouenan. Ez an d’ober sin d’ezañ dont d’ho kaout.

Katou a ya kuit a-zehou. Elen a roll ar gorden gant aked.

ELEN

Evelato… Eur pikol korden evel-se ! Peotramant e vije fall hounnez ?

Istribilha a ra ar gorden ouz moger ar goueled. Klevout a reer kliked an nor gleiz. Elen a ya buan diouz an tu-se, hogen chom a ra kerseet pa wel Tomaz o tont tre.

TOMAZ

C’hoarvezet ez eus ’vel am boa lâret. Ma n’am boa ket komañset dastum va binviou, ez arru ’n Aotrou Person gant e lagad treuz-maen. « Arsa ’ta, Tomaz, » emezañ, « a-benn d’az labour out deuet ?» — « Resped deoc’h, Aotrou Person, » emeve, « n’eo ket d’ar penn met d’al lost eo ez oun rentet, n’hoc’h eus ’met sellout mar kirit. Eun doenn hoc'h eus war ho segretiri hag a welo hoc’h interamant, ha pa’z afec’h betek kant vloaz. » — « Feiz, » emezañ, adarre, « degouezet mat eo p’ac’h eus echuet, o veza ma’z eus e moger an tour eur maen disiellet hag a zo dañjerus evit an dud, a ve ret e lakfes anezañ en e lec’h. »

ELEN

Setu aze eul labour ! Daoust hag hennez a vo paeet d’it ouspenn ?

— 19 —