Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

verr eo da nebeuta ! Drol eo, alato, eur pez korden ’vel-se, ha teo ha nevez ha tout…

ELEN, o sellout ouz ar gorden.

Drol eo evit sur. Ne gave ket d’in e ve eur vuoc’h kement a nerz gant he c’herniel. Erfin, graet eo pez a zo graet. Ma teu Tomaz da remerka, sur e kano an oferenn d’it !

KATOU

Marteze e viro ar priz ouzin war va gopr ? Lîrit ’ta, Len : N’hellfec’h ket arañji an dra, ma chomo Tomaz hep gouzout ?

ELEN, kintus.

Peseurt ’fell d’it ec’h arañjin ? N’hellan ket pega ar gorden moarvat, nag he hiraat kennebeut !

KATOU

Sur n ’hellit ket. Koulskoude, c’houi ’c’hellfe ober da vihana ne ve ket remerket an andred torret ?

ELEN

Evel ma vije fasil d’ober ! Eur berrwel e welfe hep lunedou !

KATOU, mitaouik.

Selaouit ’ta, Len. Bez' ez eus traou amañ, eun dall ’vit sur a ve kapabl d’o gwelout, me ’alato a ra en eun doare ma ne c’hall Tomaz remerka.

ELEN, cheñchet, mall warni.

Gortoz. Ro d’in eun tamm sifel.

Tra ma klask Katou ar sifel, e trouc’h penn dispilhet ar gorden.

ELEN

La. Hag er c’hiz-se bremañ.

Froti a ra penn ar gorden war zouar al leurenn.

— 18 —