Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Gwreg an toer, 1942.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


TOMAZ

Kustum ar re sot a zo ar c’hiz fall. 'Vit staga eur vuoc’h, pa vez ganti faltaziou, me mont da ziskouez d’it ar c’hiz vat.

Tomaz a ya da gemer eur gorden hag a ra eur c’houlm-red enni.

TOMAZ

Gwelout a rez ? Eur c’houlm-red a ri d’ar gorden, hag e laki anezi d’ar vuoc’h en-dro d ’he goûg. Seul vui e tenno war ar gorden, seul vui e vezo-hi taget, hag he devezo diaezamant, ken a baouezo tenna, ’benn ar fin.

Rei a ra ar gorden da Gatou.

Komprenet mat ’c’h eus ? La. Bremañ eo poent d’in mont kuit.

Tomaz a ya kuit.

ELEN, da Gatou.

A bian, petra emaout o c’hortoz ?

KATOU

Selaouit, Len… Bez’ ez eus eun dra… N’am eus ket kredet lârout d’an Tomaz gant aon e rafe trouz. Ar gorden bet torret gant ar vuoc’h eo an hini nevez bet prenet gantañ e kêr en deiz all.

ELEN

Perak ivez ’poa kemeret hounnez ?

KATOU

’Blamour e-touez ar c’herdin koz n’oa hini hir a-walc’h evit ar vuoc’h peuri en hec’h aez.

Katou a ya da gerc’hat ar gorden he deus lezet adreñv an nor.

KATOU

Ha setu houmañ torret bremañ ! Daou vetrad re

— 17 —