Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— x —
goazed hag a zonj hag a zant ann traou evel ma reer etre ann douar hag ann Nevou, a-zindan heol laouen Doue, ha nann egiz enn tavarniou pa zoun ann hanter-noz. Setu c’hoaz merc’hed ha n’int ket fichet egiz ar marc’hodennou er bazar. Setu bugale hag a zo bugale deuz ar vro, ha nann euz ar re a deu enn-hi epad ann hanv da vragal dirag ann douristed. Setu aman oc’hpenn eur mor hag a zo ar mor, reier ha n’int ket kartoun, eunn oabl ha n’eo ket livet gant ripolin. Setu tud ho pro, setu eneou ho pro, setu traou ho pro.
Ha ne ket kement-se eo Spered ar Vro ? »
Me gav d’in ar gwir Vretouned a anavezo anezhan.
AR RENER.
————