Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Bezomp ni hon-unan, 1903.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ix

broiou all. Pa vezo koumprenet ann dra-ze gant-han, ann holl bobl a goumpreno da c’houde.

Ema skrivagnerien ar vro o staga gant-hi dija. Me garfe sikour anezho gant ar Gelouenn-ma.

Al Leor, brema, a gomz oc’h meur a hini. Ne ra ket oc’h kalz evelato. Ar skrid pep enn amzer, ar Gelouenn, a dal gwelloc’h a gav d’in. Rak, mar d’eo gwir e tle al lenner mond da gerc’hat al Leor, ar Gelouenn avad a deu da gaout anezhan. Evit lenn al Leor e vez red kaout bolantez d’her ober ; evit lenn ar Gelouenn, bolante vad a vez awalc’h.

Ha pioù n’en deuz ket gant-han ar volantez vad da vihana ?

Kement den desket a zo e Breiz a garfemp eta mond d’ho c’haout bep miz ha goulenn diout-ho :

« Bretouned ma’z oc’h, petra ho peuz-hu great euz Spered ho Pro ? »

Mez, pa eo gwir e c’hallint respount d’eomp-ni : « Na c’houi hoc’h-unan ? », ni a lavaro neuze : « Sellit, lennit.

« Setu aman oberiou skrivagnerien ho pro. Setu aman gwerziou, marvaillou, historiou a bep seurt, c’hoarvezet pe nann, mez gwir atao ; plijaduruz pe zoaniuz, mez mad atao da wellaat ann ene. Setu aman tud hag a brezek evel ma prezeger war ann tevenn, pa vez ann avel o c’hourdrouz, ha nann evel ma reer er saloniou evit plijout d’ ann itrounezed koant. Setu