Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Bezomp ni hon-unan, 1903.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
viii

gefridi, pa ouezo eur c’hiz all. Rak ar bobl n’oar ket petra eo ar superflu. Kement tra ha n’e deuz ket ezomm anezhi e lavar ez eo didalvez. Pa n’e devezo mui ezomm euz ar brezounek e tilezo anezhan.

Ann Ao. X… — setu e teu d’in sonj euz he hano : ann Ao. Instar eo a reer anezhan — a vez e Breiz kalz euz he seurt pere, dre ho stad pe dre ho micher, en em gav bemdeiz gant maread tud : goazed, merc’hed, bugale. Abalamour d’ho renk, d’ho c’harg, d’ho deskadurez ho deuz galloud warnezho. Ar re-ma a zilaou ha (pez a zo muioc’h) a gred anezho. Kemend a reont, kemend a leveront a gavont brao. Da skouer ho c’hemeront. Ober eveldho a glaskont.

Ar re-ze a zo ar Vretouned desket. Enn ho galloud ema Spered ar Vro.

Ar Vretouned, evit-ho da veza o choum kant leo dioc’h Paris, n’int ket holl imbesiled. Ar pez a leverenn huelloc’h, lod anezho ho deuz her c’houmprenet. Hag eunn dra souezuz awalc’h a c’hoarvez enn amzer-ma : epad ma teu ar bobl da zilezel ar brezounek, ez a ann dud desket da gemeret damant d’ezhan. Rak-se e c’heller lavaret : Neb a fell d’ezhan labourat evit ar bobl a rank brema labourat evit ann dud desket. D’ann Ao. Instar da genta e ranker diskouez penaoz eo he vro pinvidik awalc’h hep mond da gerc’hat spered er